Kengred dispac’hel gant stourmerezed Rojava, Raqqa, Shengal, Afrin

Unvezioù merc’hed o deus kemeret an armoù hag emaint o skrivañ o istor o-unan, o tizober Rojava ha Shengal diouzh kalifiezh Daesh.

Trec’h ar merc’hed eo dieubidigezh Raqqa !
An unvezioù a vrasniver kurd (YPG/YPJ), kevredet gant an Arme Demokratel Sirian/ an Nerzhioù Demokratel Sirian (FDS), a zo bet a bouez bras en emgann diwezhañ bet kaset e Raqqa evit he dieubiñ, evit kaout an tu-gounit er brezel a-enep ar seurtanvet kalifiezh Daesh. Kavet he doa an argadenn-se he disoc’h d’ar 17 a viz here 2017. Unvezioù merc’hed Shengal (YJŞ), asambles gant Unvezioù gwareziñ ar merc’hed, a oa war an talbenn kentañ, en emgann m’eo bet sinifiet distruj ar galifiezh.

P’eo bet diskleriet ent-ofisiel e oa bet savet an YPJ e miz ebrel 2013 ez eus bet digoret ur brav a brantad nevez e istor ar merc’hed. E-kerzh ar bazenn istorel-se o deus merc’hed Rojava graet ur choazh evit o dazont. P’o deus kemeret an armoù ez int troet war un dro da stourmerezed evit an digabestrañ ha da oberourezed an dispac’h.

E miz eost 2014 o deus ar Yezidiadezed baleet dre roudoù o c’hoarezed eus Rojava ha savet o deus o batailhonoù a verc’hed, an unvezioù merc’hed a Shengal, pe YJŞ.

Ur bobl eus Mesopotamia Uhel eo ar Yezidied. Strewet int war meur a diriad etre Siria, Turkia hag Irak. E miz eost 2014 e oa bet mac’homet o c’heriadennoù gant soudarded Daesh: ar re-se o deus drouklazhet ouzhpenn 12 000 den ha troet da sklaved tost da 5 000 maouez ha bugel.
Dieubidigezh Raqqa a dalvez d’ar boblañs yezidiat kalz muioc’h evit un arouez er stourm kaset da beurzistrujañ Daesh. Evit merc’hed an unvezioù YJŞ ez eo an trec’h-se un dic’haou evit buhezioù o c’hoarezed ha kamalade.z.e.d bet merzeriet gant Daesh.

N’eo ket achu ar brezel. Faezhet eo bet kalifiezh Daesh met bez ez eus c’hoazh eus bodadoù soudarded digenvez amañ-hag-ahont. Dleet eo d’an unvezioù stourmerezed bezañ prest da respont da arsailhoù armeoù Turkia, Irak pe da argadoù bagadoù armeet all.

Ar c’houlzad argantaouiñ Celox
Evit lidañ an 8 a viz meurzh, Devezh Etrevroadel Gwirioù ar Merc’hed, e fell deomp kas lienadoù Celox d’an unvezioù merc’hed yezidiat ha d’ar stourmerezed all e menezioù Shengal, e Raqqa, e Manbij pe e Afrin.

Aozet eo ar c’houlzad argantaouiñ-se gant merc’hed evit merc’hed all evit diskouez e savomp a gengred gant hor c’hoarezed ha kamaladezed eus Shengal hag eus Rojava (Afrin, Kobane ha Cizre).

Skoazellomp an unvezioù stourmerezed ent-politikel hag ent-danvezel: roomp argant da brenañ lienennoù gwadkaeañ Celox.

60% eus ar c’hamaladezed pe eus ar gamaladed gloaziet gant boledoù a varv o c’hortoz ar sikourioù peogwir e kollont re a wad e-pad an amzer-se. Gant al lienennoù Celox e c’heller lakaat harz d’ar c’holl-gwad buan-tre ha saveteiñ kalz a vuhezioù. 75 euro eo koust ul lienad. Dasparzhet e vez al lienennoù Celox d’ar stourmerezed ha d’ar stourmerien gant an unvezioù medisin war an talbennoù tagañ.

Skoaziit ar c’houlzad argantaouiñ-se ha lakait ho roadennoù war gont ar Skoazell Ruz Suis : CH82 0900 0000 8555 9939 2 gant an dave : « Celox – femmes » pe via Paypal.

Evit frankiz ar merc’hed !
Kengred dispac’hel gant stourmerezed Rojava, Raqqa, Shengal, Afrin